Tapet en deus Tomaz Andre an trede plas en Transat Paprec asambles gant Cindy Brin
Erru eo ar skipper breton Tomaz Andre en trede plas e redadeg an Transat Paprec. Ur redadeg a gouplad eo, da lavaret eo gant daou skipper war vourzh, ur paotr hag ur plac'h, war bigi Figaro 3. Treuzet en doa eñ ar meurvor Atlantel gant ur skipperez eus Saint-Barthelemy anvet Cindy Brin. Loc'het e oa ar genstriverien ha kenstriverezed eus Konk-Kerne d'an 20 a viz Ebrel. E-touez ar bigi kentañ eo bet bag an daouad a-hed ar redadeg hag en em gavet e oant e Saint-Barth' goude triwec'h devezh war vor. Stok ha stok eo bet ar bigi betek penn...
Darbet eo d'an daouad Tomaz Andre ha Cindy Brin tremen e biv d'ar podium, war nes un nebeud eilennoù. Prientiñ a raio bremañ ar skipper Breizhat tro Breizh e-unan war ur vag Figaro.